asten qet davantaich var ho meuleudiou an aviel pehini a barlant eus ar viriones-se, er ræson a guement-se eo ma ze aoualc’h ar guer-se ebqen evit servichout da fondamant d’an oll meuleudiou a aller da rei deoc’h.
Ho qalite a vam Doue n’en deo netra nebeutoc’h eguet un espeç allianç gant an Doue souveren.
An effet eus ar gallte a vam Doue a so tostaat, muia ma zeo possubl, oc’h ar galite memes a Zoue.
An espeç divinite-se he deus great deoc’h contracti gant Doue un allianç particulier, dre vertus pehini oc’h deut da veza merc’h an Tad, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel, er feçon admirabl-se pehini ho tisting dioc’h an oll grouadurien-all, ha dre vertus an allianç-se e zoc’h veritablamant rouanes ar bed-oll, rouanes an evou.
Lavaret eo ganet Jesus a Vari, a so lavaret ne vel Mari nemet Doue dreist-hi.
O Guerc’hes ha mam ! an hini eus an Æles pehini a basse an Æles-all e graçou hac e perfectionou, ne all beza nemet e renq ho servicherien, qement a so a zistanç etrezoc’hui hac hen.
Jugi a ran eus ho crandeur dre c’handeur ho mab, pehini, necessærement, a goues varnoc’h. Dre excellanç ar mab ec’h anaveser excellanç ar vam. Compren a ran eb poan