Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/367

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
levr iv. chab. iii.

devoa preparet deoc’hui, deoc’hui, ô Mari ! pehini oc’h eus er c’haret muioc’h eguet an oll sænt assembles ?

Ar c’hloar a behini e jouissit a so proportionet, non pas ebqen da huelder ho renq, mæs c’hoas da huelder ho merit.

Evit gouzout peguen huel eo degre ho cloar, ne fautfe nemet consideri petra eo e vam veritabl glorifiet gant un Doue.

Mæs, evel er sænt, musul ho gloar a respont da vusul ho merit ; enoc’hui ive, huelder hoc’h enoriou a dle, dreist peb tra, beza estimet dioc’h o vertuziou.

Beza oc’h eus en êe eur renq particulier, atao, evit guir, infiniment izelloc’h eguet Doue, mæs ives atao cals huelloc’h eguet ar pes ne qet Doue.

Convenabl e zoa guelet an hini da behini Jesus en devoa roet pouvoar da gommandi dezan e-unan var an douar, o commandi en êe d’an æles ha d’ar sænt.

Ah ! gant pebes pres e maint-hi evel o clasq piou a rento ar c’henta obeissanç hac henor deoc’h er barajos, ô Mari !

Ravisset eus an domination oc’h eus varnezo, ho servichont gant un affection a galon dign a gomplæsanç Doue memes.

Mill bennos a ganont bepret da Zoue, evit ar privilaichou particulier en deus accordet deoc’h ; bepret en trugarecaont evit ar c’hloar