Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/371

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
327
levr iv. chab. iv.


Respect bras en ho presanç, soumission d’oc’h oll bolonteziou, sourciou assidu ; ne neglijas netra evit respont d’ar c’hraç great dezan gant Jesus.

Eus ho costes, ô Guerc’hes Vari ! nac a vercou a vadeles, пac a desteniou a deneridigues a rojoc’h dezan !

Da bep heur e sante peguement e voa eürus d’ho caout en e guichen.

O disqib eürus a Jesus ! mab eürus eus ar santella mam hac an digna da veza caret ! me a brenfe ho ponheur, hac e coustfe din an oll valheuriou eus ar vuee-ma ; ho cloar, hac e coustfe an oll humiliationou ; ho tensor, hac e coustfe din an oll boan am be о с’hounit oll gurunennou an douar.

Mari.

An disqib muia-caret n’en deo qet bet roet ebqen evit mab din, da varo Jesus. Pa lavaras Jesus dezan : Chetu ase ho mam, ha pa lavaras din-me : Chetu ase ho mab, e represante ac’hanoc’hui hac an oll gristenien.

En effet, va mab, beza em eus em c’halon evidoc’h an oll santimanchou a garantes a ell eur vam da gaout evit eur c’hrouadur pehini a gar.

Grit ho possubl da respont evel Sant Yan, d’ar galite a vab, oc’h en em attachi ous va servich evit biqen.