Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/376

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
imitation ar verc’hes vari.

Freqantomp ar sacramanchou, deis he goueliou, evit o celebri guelloc’h, ha laqaomp avechou, mar gallomp, offr ar sacrifiç eus an auter evit trugarecât an Autrou-Doue eus ar graçou eu deus accordet dezi gant qement a larguentes.

Bisitomp alies ar chapelou savet en henor da Vari ; respetomp he imachou, an dud hac an andrejou consacret dezi ispicialamant.

Assistomp assiduamant, qement ha ma vezo possubl, en exercicou public great en henor dezi, er rosæra, er sermoniou e pere e parlanter eus he vertuziou, eus he phrivilachou, eus an devotion a behini pep calon gristen a dle beza carguet evithi.

Dre ar voyenou-se en em appliq bugale Mari da zisquës dezi ho c’harantes, hac e clascont meritout muioc’h beza caret ganthi.

Alvocades puissant, mam dener eus an dud, ô Mari ! lenn a rit em c’halon ar sincerite eus ar resolution pehini a qemeran da veza fidel da gement a so lavaret diarauc evit disquës deoc’h va c’harantes.

Trugarecaat a ran an Autrou-Doue eus ar santimanchou santel a garantes pere a inspir din en hoc’h andret.

Dre ma inspir din, em assur penaus em c’har.

Me rayo va possubl da veza qer fidel deoc’h hac ar re a velin beza ar re fidella ha fervanta en ho servich.