Falvout a rafe dezo distruja, mar guelfent, en hor sperejou, ar fizianç vras hon deus ennoc’h hac en ho calloud, dreist peb tre e qever ar mæstr souveren a bep tra.
Infiniment henorabl e zeо evit Mari ne ves nemet heretiqet o sevel a enep dezi, ha ne defe evit adversourien nemet adversourien Jesus.
O Guerc’hes ? tour David[1] oc’h pehini e zeus a zispill mill ha mili seurt armou, oc’h adversourien discaret d’an douar a servicho evit an henor eus ho triomph. Doue, oc’h pen, a zigasso diffennourien ardant eus ho cloar.
Nan, ô Guerc’hes ! dorojou an ifern hac e zrouc-æles n’o devezo jamæs avantaich ebet varnoc’h.
Pe seurt actionou a c’hraç ne dlean-me qet renta da Zoue da vesa great din guenel er guir ilis, e pehini em beus ar bonheur d’oc’h anaout ha d’ho caret.
Mæs, va mam, mar ho caran, e tlean en effet difen oc’h interest ha profita eus an occasionou da brocuri ho cloar.
Hivisiqen eta me en em implijo da gresqi, qement ha ma c’helin, an niver eus ho servicherien.
Pa en em bresanto an occasion, me a rayo da anaout d’am c’herent, d’am mignonet, d’am anaoudeyen, exerciçou a zevotion en
(a) Cant. 4. 4.
- ↑ Cant. 4. 4.