Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/381

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
levr iv. chab. vii.

ho pezo eus e phouvoar un ide da behini ne aller ajouti netra.

Merc’h pur ha didaich eus an Tad celestiel ha parfætoc’h hi he-unan, dirac e zaoulagad, eguet n’en deo an oll grouadurien parfæta oll assembles, petra ne all qet var e galon ?

Roet en deus dezi, en êe, eur gallout ingal d’an abondanç a c’hraçou a bere en devoa he ornet gueich-all var an douar.

Qer guir vam Doue en em c’hreat den, evel ma zeo hor mamou, ar groagues pere ho deus hor laqeat er bed, ha ne vezo-hi qet chelaouet gant he mab ?

Gallout a ra, dre he phedennou, qement a ell he mab dreizan e-unan. Chetu eno santimant an tadou santel.

Doueti hac-hi he defe pouvoar aoualc’h dirac Doue evit obten deomp ar graçou necesser, a so doueti hac ar mab a henor e vam.

Salomon a lavare da Vethsabee e zoa just[1] he chelaou favorablamant, abalamour ma oa e vam.

Pa bed Mari evidomp, hac hi a ell receo eur respont-all dirac tribunal Jesus, he mab, e pelec’h e deus droajou mill gueich santelloc’h ha crevoc’h ?

Pa c’houlennomp, dre intercession ar sænt,

(a) 3 Reg. 2. 20.

  1. 3 Reg. 2. 20.