dud, persuadet ma zon eus ho calloud dirac Doue, me en em laca antieramant dindan ho protection, protection assuret, pehini ne vanq jamæs, protection oll-c’halloudec pehini a drec’h pep difficulte, protection universel, pehini so evit an oll.
Buguel coupabl en andret va zad, hac indign dreizon va-unan da veza chelaouet gant Doue, me ho choas evit va alvocades en e guever. En em laqit etrezan ha me.
Mam eus va Doue, pliget ganeoc’h beilla var va c’homportamant, regli va demarchou e pep amser hac e partout, car an oll dangerou temporel ha spirituel a so e partout presant.
Goulen a ran principalamant ouzoc’h ho potection evit an deves terrubl-se, goude pehini n’en eus mui a amser da c’hortos, mui a bardon a bec’het marvel da esperout, evit an heur dangerus ha definitif pehini a dle achui va bues ha commanç va eternite.
Ne bretantan qet, abalamour d’an esperanç vras am eus ennoc’h, morgousqet hiviziqen en un didalloudegues criminel : n’en deo qet ennes speret ho servicherien. Mæs, sicouret dre c’hraç Doue, pehini ho pedan da obten din, me a responto d’ho sourci ac’hanon, me a vezo a unan ganeoc’h, evit m’a c’herruin en demeuranç-se a eürusdet eternel, e pehini e fell deoc’h cundui qement hini ho servich.