Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/385

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
levr iv. chab. viii.

dre ar madou a brocurit d’an dud. Publia a rer ac’hanoc’h traou admirabl.

Allas ! en em glem a reomp a gals a valheuriou hac a boaniou pere a anduromp. Mæs alies ec’h andurremp re gals brassoc’h, ma ne vige arretet goaligner justiç Doue, dre ho pedennou, ô Guerc’hes santel ha madelesus !

Alies ive n’en deomp qen malheürus, nemet abalamour ne sonjomp qet da implori ho sicour dirac Doue.

Ne sonjomp qet en dra-se ! ha gouscoude, an ilis a zesq deomp, a zalec hon oajou qenta, da c’hervel ac’hanoc’h consolation ar re affliget, sicour ar gristenien. Beza e zoc’h en effet.

Piou eo an den ingrat aoualc’h evit lavaret en defe ho pedet eb beza bet chelaouet ?

Pa en em laqit etre Doue ha ni, ma ne obtenit qet atao ar graçou a souhætomp evit ræsoniou pere ne dleomp qet da glasq compren, da viana e c’hobtenit atao deomp graç ar batiantet, ar soumission hac ar resination da volontes Doue.

Doue, ous ho croui, ho testinas da veza hon alvocades, hor refuich, hor c’honsolation, hor mam. Rei a reas deoc’h, par conseqant, ar brassa inclination d’an drues ha d’ar vrassa trues oc’h an dud.

Jesus n’en deo qet bet qeit en ho corf santel, eb communica d’ho calon oll deneridigues e galon e-unan.