Goude hano Jesus, hano dreist pep hano, n’en eus qet a hano respectaploc’h, douçoc’h, agreaploc’h d’an dud fidel, eguet n’en deo hano Mari.
N’en deveus qet ar pec’her qentoc’h invoqet an hano a Vari, ma en em sant carguet a esperanç ; an den just a obten dreizan eur garantes vrassoc’h evit Doue hac an nessa ; an hini a so tentet a obten ar victor var e bassionou ; an hini a so affliget, ar batiantet hac ar gonsolation.
Ah ! goude an hano a Jesus, hano Mari a vezo va refuich em afflictionou, va c’husul em douetou, va ners em c’hombajou, va sclêrigen em oll demarchou.
Va mab, n’oc’h eus qet ennon-me eur fizianç parfet. Avechou e tiferit va invoqi en oc’h ezomou. Seblantout a ra, avechou-all, ho pefe un difizianç benac em bolontes vad evidoc’h.
Me a fell din ho pe ennon an oll fizianç en