deus eur c’hrouadur en e vam, a bebini e c’hanaves an deperidigues hac аr vadeles.
Me fell din ho pe recours din e pep amser, e pep lec’h, en oc’h oll ezomou temporel ha spirituel, evit an ene hac evit ar c’horf, evit ho qerent, ho mignonet.
Caout recours d’am intercession, a amser da amser, evel ma ra un nebeut christenien, da zeis va goueliou, e certen actionou importantoc’h, en ezomou, pressantoc’h ; me er goulen ouzoc’h, qement-se hac-en a so caout ennon eur fizianç leun aoualc’h ?
Grit evel an ilis, pehini ne c’houlen qasi netra оc’h Doue, nemet dre va intercession. N’en deus seurt graçou evit pere ne recourfe din, evel d’an hini dre behini an Autrou-Doue ho ro d’e vugale. He c’homportamant a so atao conform da volontes Doue. Grit ives eta evel a ra.
Dre exempl an ilis, ho pet ennon eur fizianç continuel, universel, ardant, douç, leun a affection. Iit betec Doue dre Jesus, mæs iit betec Jesus, dre e vam.
Me a so unan eus an assura henchou evit erruout betec Jesus, evit er c’haout ha beza recevet mad gap tan.
Rouanes, eus an êe, me a anaves ho calloud, me a anaves ho madeles. Mæs ha n’en