Pa ho phrononcit, en em rejouissit eus an abondanç-se a vadou a behini e zeо bet carguet, ha pedit-hi da rei eur pers benac deoc’h en e zensor qer pinvidic.
Lavaret a rit d’ar Verc’hes : An Autrou-Doue a so ganeoc’h, Doue, en effet, a yoa e Mari en eur feçon particulierroc’h eguet ne ma en traou-all, eguet ne ma memes en dud just.
Doue a yoa e Mari dre eur brotection special, о cundui oll buissançou he ene. Formit en ho calon, o lavaret ar c’homsou-se, un desir ardant ha sincer da gaout pers er bonheur dreist musul eus ar Verc’hes.
Ah ! pa ves an Autrou-Doue ganeomp, petra dleomp da zezirout c’hoas ? Petra na ves qet da esperout ? Gant petra e c’heller en em afflija ?
Complimanti a rit Mari o veza ma zeo binniguet dreist an oll gragues, da lavaret eo, abalamour ma en deus Doue accordet dezi privilachou pere n’en deus accordet da hini-all ebet.
Disquesit dezi, en ho calon, ar joa oc’h eus o veza ma zeo bet qer caret gant Doue, hac o veza ma en deus he binhiguet ha laqeat e binniguen hac en êe ha var an dоuar.
Ajouti a rit gant santes Elisabeth : Binniguet eo ar froues eus ho corf, Jesus. Mab Mari a so, en effet, binniguet, adoret, glorifiet partout dre ar bed.