Tanvait un instant an oll blijadur a ra un hevelep consideration da eur galon pehini a gar Jesus.
An ilis a ra deoc’h, goude, goulen oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h, pec’her. An ilis a fell dezi, dre eno, rei deoc’h da entent penaus ac’hanoc’h oc’h-unan, goude ar pec’hejou oc’h eus commettet, e zoc’h indign da veza chelaouet, mæs penaus Mari en obteno, mar ped evidoc’h. Ya, Doue he exauço, abalamour ma zeo e vam.
Abalamour da se, an ilis a ra deoc’h he invoqi dindan an hano a vam Doue, pehini a so qen qer ha qen henorabl dezi.
Ar memes tra eo evel pa lavarfac’h : Santes Mari, c’hui a so mam da Zoue ; ho pouvoar a so eta eb musul e qichen ho mab, hac ar pouvoar-se, assembles gant ho madeles, a fount va esperanç ennoc’h.
Erfin, goulen a rit oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h brema hac en heur eus ho maro. Hed ar vues, an danger eus ar silvidigues a so continuel. Bepret eta oc’h eus ezom eus a eur brotection qen puissant.
Mæs, en heur ho maro, e pehini hoc’h adversourien a redoublo ho effort evit ho coll, ar brotection a Vari a vezo c’hoas necesserroc’h deoc’h. Amser ar maro, amser effroyabl ! mæs eur guir servicher d’ar Verc’hes Vari ne varvo jamæs e stad fall.