Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/406

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





HYMN D’AR VERC’HES.


Ni ho salud, Stereden vor, Mam Doue,
Guerc’hes bepret, dor eürus an eêvou :
Digant an Eal ar salud-mâ ho poue,
Recevit en c’hoas gant hor pedennou.
O chench enomp an hano eus a Eva,
Pini so caus n’hon eus nemet bresel,
En eur peoc’h ferm a speret grit deomp beva,
Gant hon oll boan ato bete mervel.
Torrit ive chadennou ar re goupabl,
Ar sclerigen rentit d’ar re so dall ;
Pellaït pep droug diouzomp, tud miserabl,
Hac obtenit peb mab deomp a hent-all.
Disquezit deomp e zoc’h mam en hon andret,
Grit ma vezo dreizoc’h recevet mad
Hоr pedennou gant nep en deveus prijet
Evidomp-ni beza ganet ho map.
Guerc’hes santel ha pur dreist ar Guerc’heset
Ha dreist an oll douç ep comparæson,
Dious hor viçou goude beza delivret,
Hon rentit douç ha chast e pep fæcon.
Grit deomp cundui bepret eur vues vertuzus
Preparit deomp un hent sur ha certen,
Evit ma zaïmp da velet ho Mab Jesus,
Ha d’e veuli gueneoc’h da virviq’en.
Enor ha gloar ato dan Tad eternel,
D’e Vap unie Jesus-Christ, Doue ha den,
Ar memes gloar ive d’ar Speret- Santel,
Tri ferson en un Doue epq’en.
Evel-se bezet græt.