Mam Doue, Itron a Vir-Sicour, ha revus a reot din ho sicour er stad deploraabl e pehini emaon ! C’hui a so va alvocades, ha, goude Doue, va esperanç assur. Impligit ho pedennou e qever ho Mab adorabl ; grit, ô Mari ! grit na duio mui d’am zrec’hi an ourgouil hac at garantes propr, ar brontitud hac ar goler va speret variant ha scanv ; grit na duio qet da berissa evit biken an ene-ma miserabl.
Saisisset a spont, ne vel va ene nemet ar maro eternel. O va fatrones ger ! o pet trues ousin ha va sicourit buan, arauc ma tuio va fallagries da zisec’ha sourcen madelesou Doue, ha d’am renta evit jamæs indign eus e c’hraçou hac a bardon d’am pec’hejou.
Atao e zeo bet lavaret ac’hanoc’h, ô Mam Doue ! n’oc’h eus jamæs dilæset hini eus ar re pere, en ho afflictionou hac ho phoaniou, o deus bet recours deoc’h gant eur galon gontristet hac humiliet, hac o deus goulennet oc’h intercession trugaresus hac oll-c’halloudus.
O peset eta evit agreabl ar beden a ran deoc’h, ô Itron Varia ! pehini a zistribu graçou an Autrou-Doue. Me ho ped na veso qet va indignite eur ræson evit distrei divar ve ene an dour-red eus ho madelesou : roit din da santout an effet eus ho sicour hac eus ho madêles em accablamant, hac evit morse, ma c’haccordit din ho craç, me a zisprijo qement a so tentus er bed, n’am beso a garantes ne-