Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxviij
litaniou ar verc’hes.


Arc’h a alianç binniguet,
Dor an êe so digor bepret,       pedit, etc.
Guerelaouen so scler meurbet,
D’ar re infirm guir remed,
C’houi eo ar gonsolation
D’ar re so en affliction :
C’houi eo refuch ar bec’herien,
C’honi e sicour ar grisienien,       pedit, etc.
Rouanez oc’h d’an oll ælez,
Ha d’ar batriarchet ivez,
D’ar brophetet, an ebestel,
Ha d’an oll verzerien santel,
D’ar ponfessoret, guerc’heset,
Ha d’an oll sænt ha sænteset,       pedit, etc.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Dre ho madelez infinit,
Autrou Jesus, hon pardonit.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Dre ho madelez infinit,
Autrou Jesus, hon exaucit.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Enoc’h, Autrou, ec’h esperomp,
Rac-se ho pê truez ouzomp.
Grit ma zaïmp gueneoc’h da reрos
Er c’hloar eveus ho parados.
O Jesus-Christ, hor chelaouit !
O Jesus-Christ, hon exaucit.       Amen.

————