Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
imitation ar verc’hes vari.

douar ar rouanes-se eus ar Sent, ha da ober evelthi ar pez a admiromp enni.

Eürus, en effet, an nep a ra evel Mari, pa zeо guir oc’h ober evel Mari e ra evel Jesus, roue ha qenta model an oll vertuziou.

Bues ar Verc’hes a so eur guentel universel. Enni e tesqer e pe feçon e tleer en em.gomporti er bonheur hac er malheur, er beden hac el labour, en henoriou hac en humiliationou.

Ne erruimp jamæs betec ar berfection a roe d’he oll actionou, mæs he servicher parfeta eo an hini a dosta ar muia ouz he santelez.

O c’hui, pere a ra profession da servicha Mari, a fallout a ra deoc’hui en em gonformi d’ar squer excellant-se ? Ho pet, qement a ma c’hallot, evel ar Verc’hes, eur feis vif ha bras, un oboissanç prompt, un humilite ar vrassa, eur fidelite evesiant, intantionou pur da blijout e pep tra da Zoue, eur garantes loyai ha generus evit ho Crouer.

Piou, etoues servicherien Mari, he servichereset, o c’houlen sicour ar c’hraç a Zoue, ne allo qet en em broposi he exempl da heulia, heulia en effet, muya ma veso possubl, he exempl er pratiq eus ar vertuziou differant-se ?

Ma ne dachit da imita ar Verc’hes, ho carantez evithi a so foibl meurbet ha nul en effet, ha ne dleït qet neuse gortos e rofe deoc’h mercou bras eus he frotection. Bemdez, evit guir, e livirit pedennou en henor d’ar Verc’hes.