evit interest ha gloar Doue, hac en a guemero carentes evit calonou diregl, orgouillus, eb resination da volontez Doue, hac eb desir da brocuri e c’hloar ?
Mar carit ac’hanon, a ellit da lavaret gant muioc’h a ræson eguet St. Paul : Baleït[1] var va roudou evel m’a meus baleet var roudou Jesus. Mar doc’h va bugale, qemerit speret, intantionou, desirou hac œuvrou ho mam evit squer ha model.
Speret bugale Mari a dle beza evel hini ho mam, eur speret a garantez evit ar re-all abalamour da Zoue ; eur speret a beoc’h, a batiantet ; eur speret a binigen, eur speret a zoujanç hac a garantez Doue.
Guerc’hes santel, ô mam an oll dud ! Me guemer dirac hoc’h imach, e presanç ho mab, va Salver, ar resolution da imita ac’hanoc’h. Va devotion evidoc’h hivisiqen a gonsisto dreist pep tra o c’heulia gant ho sicour an exemplou caër oc’h eus roët din.
Persuadet on penaus eo honnes ar feçon ar parfæta d’oc’h enori, eo hennes ar brassa merq a garantez a elfen rei deoc’h. O Mari, va mam ! benniguit ar resolution-ma eus ho servicher humbl ha touet.
(a) Cor. 4. 16.
- ↑ Cor. 4. 16.