Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
levr i. chab. ii.


Pa n’oc’h eus qet imitet an exempl eus an istim ar vrassa pehini am boa great eus ar c’hraç qenta am boa recevet digant va Doue em c’honception, admirit madelez va mab ; offr a ra deoc’h eur voyen da antreal e graç gantan.

Ar sacramant a binigen a so evidoc’h un eil planqen var behini, goude beza en em anfoncet er mor eus ar pec’het, e c’hallit en em sevel eus ar stad vil ha dishenorabl e pehini emaoc’h, d’ar stad caer ha nobl, d’ar stad divin a vuguel da Zoue, titr henorabl hac excellant pehini ho poa recevet en ho padiziant ha pehini oc’h eus dispriget evit en em izellaat betec dont da veza a nevez crouadur an diaoul.

Graç ho padiziant a ioa gouscoude ar pris a c’hoad un Doue. Graç ho padiziant a so henvel oc’h ar c’haera men precius, evit caout pehini eur marc’hadour a versfe e oll varc’hadoures. A c’hui oc’h eus-hi guerset evit ar plijadurezou eus ar pec’het. Pebes dismeganç eta oc’h eus gret a vadoberou Doue ! A n’oc’h eus-hu qet gret evel a rafe un den pehini a daulfe eur berlezen ar gaëra er fanq ar villa ? O pebes malheur ? Pebes dallentez, pebes disprijanc a c’hraç Doue !

O Guerc’hes ! refuch ar bec’heurien, amsao a ran oun bet dall hac ingrat meurbet en andret va Doue. Mæs distrei a ran eus a vouelet an abim doun e pehini oun sebeliet dre va c’hrimou ; e credan c’hoas sevel va moues gant