Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
imitation ar verc’hes vari.

disseguez d’an occasionou a bec’het e pere ar re devota o deus alies cavet maro ho ene.

Ar sempladures, pa en em fiz re varnisi he-unan, a ne verit-hi qet beza abandonet ha coll pep souten ?

Guelet oc’h eus-hu alies bugale o c’hoari var an hent gant contellou en ho daouarn, eb santout an danger da behini en em exposont ?

O christenien ! cetu eno petra rit. Eb caout aon rac maro oc’h ene, e redit d’an hostaleriou, d’an nosvechou, d’an dansou ; e chomit eb necessite en tyes-se e pere e cavit un occasion certen a bec’het ; en em exposit en antretienou familier ha libertin, ha n’oc’h eus aon ebet rac ho fragilite, n’oc’h eus aon ebet da goll an tensor[1] precius eus ar c’hraç, pehini a zouguit en eur væssel qer facil da derri.

Nac a adversourien a glasq tenna diganeomp an tensor-se ! Beza on deus ennomp, beza on deus er meas ac’hanomp, beza on deus en dro deomp.

Ennomp, hor passionou pere ne dint qasi jamæs trec’het mad ; er meas ac’hanomp, ar sperejou a denvaligen ; en dro deomp, eur bed corrompet.

Henvel oc’h eur c’houlaouen mouguet fall, hor passionou a ell ato en em allumi a nevez ha c’hueza en hon ene, evel un tan goall, d’e devi.

A pa vemp bet, evel St. Paul, savet betec an huella evou, bac e vemp savet d’an huella

(a) Cor. 8.

  1. Cor. 8.