perfection a zantelez, e tleomp atao crena da veza collet ha precipitet en abimou a zisesper, a horrol eternel. Eur sonch a ourgouil a so bet aoualac’h en æl Lucifer evit caout ar malheur-se.
E vean en em fizier var ar fermder eus e greden, var ar ferveur eus e resolutionou e servich an Autrou-Doue ; ne deo red nemet un occasion malheürus evit hor c’holl.
David a yoa eur roue erves calon Doue. Eur sell a guriosite var eur vaoues er c’hollas. Ne ouie den e pelec’h e oa ners Samson, ha qeit a ma talc’has an dra-se cuzet, ar Philistinet ne voant qet evintan. Importunet gant Dalila da ziscleria dezi petra a rente anezan qer crên, e lavaras dezi ma vige trouc’het e vleo var bere biscoas ne doa bet cisail ebet, e teuje da veza qer faibl hac an dud-all.
Dalila en trahissas, hac e vleo, o veza trouc’het, n’en doa mui o ners extraordinal. Ar Philistinet a deuas hac a greuvas e zaoulagad.
An den an avanceta en hent ar berfection bac ar santeles, ma teufe evel Samson da blega d’an importunite eus an drouc speret, ma n’en em zisfizfe qet eus e ners e-c’hunan evit lacât bepret e oll fizianç e Doue, eus ar brassa sant a deufe da ober ar brassa pec’her.
En hent eus an devotion, un devez passeet mad ha dibec’h ne respont qet eus un eil devez, hac e faut beza fidel, en em grenvât mui-oc’h--