Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
imitation ar verc’hes vari.

mui e carantez Doue hac en e servich, dre eur grescanç continuel a effort evit cassaat ar pec’het ha caret ar mad hac en ober, goude beza bet ar mignon ar brassa d’an Autrou-Doue, e c’haller c’hoas dont da veza un den daonet.

An hini a gont var e resolutionou passeet, eb beza bepret var evez da offansi Doue, a vanco souden dezo.

Ar vuez-ma a so evel eur mor dangerus ha leun a c’herrec. An nep en em expos eb precaution var ar mor-se, a berisso eb dale. Calet eo ha difficil, evit guir, passeal ar vuez-oll atao о veilla varnomp hon unan, evel ma veiller gant un den clan pe evel eur soudard e gard.

Calet eo ha difficil ober eur brezel assidu d’hon inclinationou direglet ; mæs eb combat n’en deus den hiscoas en em santifiet.

Mar deo rust ar bresel ha poanoius epad un nebeut amser, sonjomp, evit en em gourachi, er gurunen eternel preparet gant Jesus d’e vignonet fidel, hac er poaniou eb fin preparet evit ar re ho devezo collet ar c’hraç eb he beza aquisiteet a nevez.

Guerc’hes santel, pehini oc’h eus qemeret qement a souci hed ho puez da gonservi graç an Autrou-Doue en ho calon dre ar beden, ar binigen, ar veditation eus ar guirioneziou eternel, desqit din ar moyenou, obtenit din digant ho mab Jesus ar c’hraç da gonservi bepret mignoniach Doue.