Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
imitation ar verc’hes vari.


O Doue ! roue eus an èn hac an douar, chetu eta ar brincipalla eus ho rouaneset, chetu rouanes ar rouaneset, ar santella eus an eneou fidel, asezet en tu-deou deoc’h, ha c’hui, ô roue a binvidiguesou eternel ! oc’h eus ornet anesi gant ar viscamant alaouret eus a bep seurt vertussiou ar re gaëra.

O ene fidel ! hi so caër en he bale ar Verc’hes pehini a ya gant un ær qen nobl ha qel leun a vajeste d’en em gonsacri da servich he Doue ebars en he dy var an douar. Ene fidel, a great oc’h eus-hu evelthi ? Ac en em roet oc’h c’hui da servicha Doue azalec an oad a usach ar raeson ?

Guerc’hes, oc’h exempl a so bet imitet gant meur a hini. Meur a dad ha meur a vam о deus presantet gant joa ha gant levenes ho bugale da servich Doue digant pehini o devoa ho recevet.

Meur a zen azalec an oad qenta eus ho bues, o deus anaveset an necessite a so evit pep-unan da guemeret an Autrou-Doue evit ho oll heritach var an douar, gant an desir d’e servicha ha d’e garet parfetoc’h hed an eternite.

Santet о deus eo veritablamant eürus ar boblou pere, eveldoc’hui, ô Guerc’hes Vari ! о deus choaset abred an Autrou-Doue evit ar mæstr hac ar roue eus ho c’halonou.

Mæs ive peguement muioc’h nen deus qet a dud pere, commandet gant ho phassionou,