Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
levr i. chab. v.

tromplet dre ar fals plijadurezou, a seblant credi ne qet great ar yaouanqis evit servicha Doue, ha penaos ne qet avantachus na necesser d’an den en em soumetti azalec an oad-se da zouguen ar beac’h eus a servich Doue.

Qement-se a so un errol ar vrassa. Penaus e fell deoc’h beza tretet, e me ar roue Alexandr d’ar roue Porus, e brisonier ? Evel eur roue, e me Borus.

Ene fidel, grit da Zoue ar memes qestion. Petra a responto ? Respont a rayo : Adori a reot an Autrou ho Toue, en ebqen a servichot.

Ar ræson hac ar feis a zesq deomp e rencomp treti Doue e Doue. Mæs an hini ne gonsacr qet da Zoue e vloavessiou qenta, ne drêt qet Doue e Doue.

Livirit din, a ne qet ober injur da Zoue a ra an hini ne offr dezan nemet eur restat miserabl bennac a eur vues criminel, passeet en debauch hac el libertinach ?

Ret eo lêsel yaouanqis da basseal, a lavar lod ; pa vesin-me cos, m’en em rоуо da Zoue.

Eneou christen, petra livirit ? Petra ? Ar yaouanqis gant e ners hac e yec’het ne dle qet beza passeet e servich an Doue digant pehini er recevomp ? Eur mab, eur verc’h ne dleont servicha ho zad nemet pa vezint deut da veza cos ! Qement-se a so diræson.

Ha neuse, piou a assur deoc’h e chomot da goza var au douar ? Ha ne varv qet bemdes a