Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
levr i. chab. vi.


O mam Doue ! c’hui ne qet c’hoarvezet ganeoc’h ar malheur-se ; rac consacret oc’h eus d’ho crouer ar mintin eus ho puez, hac e zoc’h bet, abalamour da-se, carguet a c’hraçou ha binniguet dreist an oll groagues.

Refuch ar bec’heurien, n’hon deus qet oc’h imitet var ar poent-ma ; mæs o sonjal en ho trugarez, e santomp ar fizianç o c’henel en hon ene hac e leveromp : Sevel a raïmp eus ar stad a bec’het hac a vizer e pehini omp en em sebeliet ; mont a raimp da gaout hor mam, hac an hini a so sicour ha souten ar gristenien a blædo hor c’haus dirac an Doue pehini hon deus bet ar malheur da zisanaout evit hor mæstr.

Ni a vezo, en esperout a reomp, sul fidelloc’h ha fervantoc’h en e servich, ma maomp divezatoc’h, ha martese mæstr ar vinien a recompanso eus e varados al labourerien a vezo deut dioc’h ar c’hres-deis evel ar re a vezo bet azalec ar mintin.



CHABIST VI.
Ret eo en em rei da Zoue tout-a-feat hac evit jamæs.


Ar Servicher.

Mari, squêr a ferveur, en em reï a rejoc’h da Zoue abred, mæs oc’h-pen, en em rojoc’h dezan eb musul ebet, eb partach.