reï tout deoc’h. Ha c’hui a esperno en ho calon un affection bennac evit ar pec’het !
Ret eo deoc’h reï tout evit tout, ha c’hoas ne root nemet pri elec’h aour.
Ar bed, hac ar pez a so eus ar bed, ar bed bac e bompou, ar bed hac e gustumou, nen deo mui netra evit an hini evit pehini Doue a so tout.
Sempl evel ma zon, em beus ezom, ô Guerc’hes santel ! a eur c’hraç crên ha puissant evit profita eus oc’h instructionou hac evit bale var ho roudou.
Goulennit evidon, me ho ped, er memes amser ma em c’hourachit, dre an exempl eus ho ferveur, goulennit ar sicour a so din necesser.
Allas ! Goude qement-all a lacheteou, a infidelite, a credi a rin-me presanti va c’halon da Jesus ? Ia, ô Guerc’hes, va mam ! dindan ho protection ne dle den disesperi e bardon, pa ves affer oc’h un Doue, pehini ne zisprich jamæs eur galon gontristet hac humiliet.
Mam a visericord, grit eta va pheoc’h gant Doue, ha dre ho pedennou ra bligeo gant an Doue salver, ho mab qer, carga va ene a guement a c’hraçou, ma ne anavezo lachete na clouarder ebet en e servich, ha ma vezo tout desan da jamæs.