evit an eternite ; caout a ra er c’homsou-se, heoll c’hloar, he oll binvidigues, he oll phlijadur.
Evel un den e tiscuize en disheaul, an ene er solitud, pe e-unan, a so asezet e squeud he muya caret hac a sonch gant truez en drevel a guemer an dud evit beza pinvidic a vadou perissabl ar bed.
Ne gompren qet e c’halfet caret qen tra nemet an Doue pehini a gar. Qement a basse var an douar, ne ra qet dezan nemeur spont.
An Doue a gar a so atao ar pez ma zeo bet, a vezo atao ar pes ma zeo , evel eur mor eb na found na bord, eur mor infinit a c’henet, a santelez, a vadelez, a bep perfection. Er sonch-se e cavo atao eur suget a joa bepret nevez.
Pa fell da Zoue rei e guentelliou divin da un ene, e c’hundu d’ar solitud, evit parlant eus e c’halon.
Goulennit digantan, va mab, ar c’hout eus ar solitud, ar speret occupet a draou santel, pehini ho devoa ar sænt.
Carit beva pell dioc’h ar bed, ha na barissit ennan nemet dre necessite.
Pa ho pezo necessite da vont e touez an dud, grit evel ar goulm, pehini a oue contragnet gant Noë, en amser an diluch, da sortial eus an arc’h, mæs pehini a zistroas adarre d’e gaout, abalamour ne gavas er mes eus an arc’h lec’h ebet evit en em reposi.
Ma na dec’hit sourcius dioc’h, ar bed, e qe-