Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
levr i. chab. viii.

pere a ve procuret ordinalamant gant ar brovidanç a Zoue d’an eneou fidel pere a gonsult Doue var ar choas a eur stad.

Un den yaouanq hac en a ell esperout ar graçou-se digant Doue, mar en deus heuillet an impressionou pernicius eus e bassionou er gommançamant.

Providanç Doue, oc’h unissa assambles Mari ha Joseph, a roas d’ar Verc’hes occasion da denna frouez eus ar vertuziou e devoa bet pratiqet betec eno gant fidelite.

Ma na vige consultet nemet an dud hac ar bed evit demezi ar Verc’hes, e vige bet clasqet facil caout dezi un den pinvidic, pe a gals a dalant. Ne viget qet bet e poan da choas dezi un den devot ha vertuzus, un den pehini azalec e vugaleach, en divige bevet e doujanç Doue. Ne qet hounez eo guiz ar bed.

An interest da gaout danvez, doujanç an dud, eo ar pen-caus eus an demeziou hirio en deiz. An arc’hant ho gra qent eguet ar c’hraç hac ar sclêrigen a Zoue. Ne qet d’an dud e temezer, mæs d’an arc’hant. Chetu an ordinal ; ac’hano qement a zemeziou couplet fall, e pere daou bried a ra an eil tourmant eguile. Doue er permet evel-se abalamour ne ve qet consultet en un affer e pehini ne aller qet caout a issu mad nemet en he c’hundufe. Er permetti a ra evel-se e punition eus an nebeut a sourci a ve bet er yaouanqis d’en em renta