Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
imitation ar verc’hes vari.

dign eus e sclêrigen dre ar pratiq eus ar vertuz, hac o tec’het dioc’h pep occasion a bec’het, evel ma zeo ; ren amourusdet, beza alies e antretienou familier ha peurvuya libertin gant tud a eur sex control, goazet gant merc’het. Beza e zeus tadou ha mamou qen antetet ha qen dallet gant ar c’his milliguet da gass ar plac’het yaouanq d’ar guêr eus ar pardoniou, eus ar foariou, ne reont van eus an avizou mad a ro dezo ho phersonet pe ho c’honfessoret var ar poënt-ma. Na fell qet dezo anaout e ve danger a zongezonou, a zezirou, a zellou, a vil gest fall control d’ar vertuz santel, ebars er c’hauzeeres-se, er c’hrog-daouarn, er voasqerez daouarn-se, er poqou-se, pere a so qen ordinal etre an dud yaouanq direol ha dives eus an amzer-ma.

Tadou ha mamou, pere a bermet an traou se gant ho pugale dre respet humen, defaut doujanç aoualac’h evit an Autrou-Doue, ne barlantit qet eus an traou-se er gonfession : receo a rit an absolven o trompla ho confessour, hac ober a rit qen alies a sacrilech evel a absolven a recevit, evel a gommunion a rit eb discleria er gonfession al lachete marvel-se oc’h eus da zifen an antretienou-se ous ho pugale.

Ho pugale a guemer ho c’hrê bac en em obstin da veva er vouillen eus an impurete betec ma en em bresantont en ilis da ze-