mezi ; indign a absolven, ar vugale -se a deu da eureuji er stad a bec’het marvel ; a receo malediction Doue deiz ho eured ; a antre er stad-se evel, respet da Zoue, anevalet diræson. Ha penaus neuse e c’halfe prosperi an demeziou-se ?
Ha piou a so caus eus a seurt malheur ? Piou a so ar pen-caus ma ve profanet sacramant ar briadelez, nemedoc’hu da guenta, tadou ha mamou, mistri, mæstrezet, e pouvоar pere e ve purvuya gallout ampech, dre ho fermder ha dre ho qelennadurez vad, ho pugale ha qement den yaouanq a so dindannoc’h, d’en em rei d’ar c’hustumou-se eus ar bed, e pere e zeus danger evit pep-unan ha pere a so chaffot ar burete evit un infinite a gristenien.
Pennadurezou a famill, chelaouit ; ha c’hui ive, tud yaouanq, gouëzit eta penaus ar c’hunduerez-se d’ar guêr, an dansou-se, a so difennet dre ar c’huec’hvet ha navet gourc’hemen a Zoue, qencouls hac an nosveziou.
Tadou ha mamou christen, imitit Sant Joachim ha Santez Anna, pere a gonsacras abred ho merc’h ar Verc’hes Vari da servich Doue, hac he phellaas dioc’h ar bed.
Tud yaouancq, guervel a rit ar Verc’hes ho mam ; baleit eta var he roudou.
He yaouancqis a basseas en templ, pell dioc’h c’hoariou hac usachou ar bed.