Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
imitation ar verc’hes vari.

douar evel eur flourdilys,en e qreis ar spern eus ar bed, hac a lacayo va oll blijadur da gonservi didach em c’halon ar fleuren delicat-se anez pehini ne oufet plijout d’an Doue n’en deus ho choaset evit mam nemet abalamour d’ho purete.

Divorfilit, ô Jesus ! va ene dre ar spont eus ar flammou eternel. Mouguit enni ar c’hout eus a blijaduresou ar c’horf.

Delivrit-hi eus a dentationou ar c’hic, pe grit dezi sortial purroc’h anezo, evel ma tisparti purroc’h an aour dioc’h ar ploum, pa ve teuzet en tan.

O Mari ! disquezit oc’h mam da Jesus hac obtenit din ar burete a gorf hac a speret. Amen.




CHABIST X.

Precautionou da guemeret evit conservi ar burete.


Mari, dre c’hraç he c’honception, a oue evel un hent clozet oc’h pep viç. Gouscoude en em droublas er guel eus an Æl, pehini a apparissas dezi dindan ar furm a un den.

An Æl-se he zalud. Dioc’h-tu ec’h[1] examin enni he-unan petra eo ar zalud-se.

En em gaout a ra gantan he-unan.


(a) Luc. 1. 39.

  1. Luc. 1. 29.