Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
levr i. chab. x.


Qement-se a so aoualac’h evit he zêsia a un droublien santel.

Lacaat[1] a reot er bed, eme an Æl, ur mab da behini e root an hano a Jesus. Sujet-all evit Mari d’en em droubli.

Ne zouet qet na ve possubl ar pes a zo annoncet dezi gant an Æl, car gouzout a ra penaus peb tra a zo possubl da Zoue. Goulen a ra seulamant penaus en em accomplisso ar myster.

Pebes prudanç er goulen-se a ra Mari d’an Æl ! Pebes precaution ! Ne lavar nemet just ar pes a so necesser.

Dre ar mercou-se eo æs anaout penaus ar Verc’hes a rae he zensor preciussa eus ar burete.

Ar burete a so evel ar ros-se pere a vouen gant an disterra c’huezaden avel. Eur sell, eur goms a ra d’an den e c’holl.

Un ene chast ha pur, pehini a anaves mad an oll bris eus ar burete, e deus aon bras d’he c’holl e pep occasion, memes an dizanjerra en apparanç.

Comzou caër. offrou agreabl a servich mad, causiou memes ar re a apparis ar re santella, an traou-se oll a zo suspet evit un ene pehini a gar dreist peb tra he phurete, hac a ra dezi redoubli a evez hac a attention.

Un ene pehini a zezir veritablamant ha

(b) Luc. 1. 31.

  1. Luc. 1. 31.