Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
imitation ar verc’hes vari.

dreist pep tra conservi he phurete, a ziouall he c’halon dioc’h pep danger gant mui a sourci hac a chagrin, eguet na ziouall eur soudard e gard ar post so fiziet ennan dindan boan a varo.

Mæs m’ar de necesser qement a brecaution evit conservi ar chastete en he oll guenet, ha lavaret a eller e ve var an douar cals a eneou chast ? Da soueti e ve e qemerfet evit conservi ar vertuz-se qement a sourci evel a guemerer evit he apparanç.

Evit cals a dud, an didalvoudeguez, ar vuez eas, al lecturiou dangerus, ar chansoniou danç, ar chansoniou a amourousdet, an antretionou re libr, a n’en dint-hi qet qen alies a occasion a bec’het a enep ar vertuz a burete ?

Cals a blac’het christen a barlant alies hac eb aon ebet gant tud pere n’int qet æles.

Mar leveront e taulont evez hac en em brecautionnont, me lavaro dezo penaus an diaoul a evesa ive evit ho c’holl.

Un ene dreist peb tra hac a gar ar veuleudi, ne vezo qet pell disourci evit an hini he meulo.

E matier ar burete eus peb lec’h da gaout aon, o veza memes ne zeus qet aoualac’h a son.

Clasq a rêr en em guzet hac en em zissimuli an dangerou pere a gaver, hac ar pez a