Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
levr i. chab. xi.

Autrou-Doue a zo ganeoc’h. Hac en a elle ober eus ar Verc’hes-se eur veuleudi brassoc’h ? Dign e ve eus a oll veuleudiou an dud hac an Æles, an hini. da behini e c’halfet lavaret : Cavet oc’h eus graç dirac Doue ; agreabl oc’h d’e zaoulagad.

En amser ma oue digasset eus èn un Arc’hæl da gaout ar Verc’hes, an impalaër August hac ar roue Herodes a yoa var an trôn : reï a ret dezo, a leiz guinou, an hanoyou a vras, a buïssant hac ar rest ; mæs petra oant hi dirac Doue, pehini ebqen a varn gant justiç ar guir c’hrandeur ?

Eur verc’hes yaouancq, cuzet en he zolitud a Nazareth, a yoa infinimant dignoc’h evitho eus ar brassa meuleudiou.

Ar guir c’hrandeur ne ves qet musulet var songezonou vean an dud, mæs var songezonou Doue, pehini ebqen a so bras, ha dirac pehini nen deus netra bras nemet dre e c’hraç.

Petra eo an oll dud-se admiret gant ar bed oll abalamour d’ho c’hourach extraordinal en arme, e comparezon d’an dud vras dre ho religion hac ho vertus ?

Muioc’h a[1] enor a zo o trec’hi ar passionou, eguet ne zeus o soumeti poblou. Muioc’h, cals muioc’h e coust en em drec’hi an unan evit na goust gounit victoriou var ar re-all.

Eur guir gristen ne dle qet beza conside-

(a) Prov. 16. 32.

  1. Prov. 16. 32.