Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
imitation ar verc’hes vari.

ret evel unan eus an dud-se рere a dle ho henor hac ho gloar da un occasion e pehini int bet eürus ha courachus : victorius eo en un deves pe en eur moment, mæs eur guir gristen a zo victorius da bep moment en e vues.

Gloar eur c’hristen a zo trec’hi qement en em oppos d’e santeles, evel ma zeo destinet da bossedi un deis an Autrou-Doue ha d’en em reposi enan.

Hac ouspen hac en a zo un henor brassoc’h eguet an hini da servicha Doue ha da apparchantout ountan ? Servicha Doue a zo beza roue.

Ar scritur sacr, о parlant a Abraham, a Voyses, a Zavid, pere a zo eus ar vrassa hac ar re gonsiderapla a ve bet var an douar, ho galv gouscoude servicherien Doue. An titr-se a gompren tout ar re-all, pe guentoc’h tout ar re-all ne dint netra e comparison d’an titr a servicher Doue.

Ar galite a servicher Doue a zo qement en tu-all d’ar galite a roue hac a brinç, evel ma ma an Autrou-Doue e-unan dreist ar rouanes hac ar brincet.

O roue immortel, mæstr souveren eus ar bed ! me zo great evidoc’h hac evidoc’h ebqen ! A gallout a rêr oc’h anaout ha monet da adori re-all ? A galout a rer oc’h anaout eb istim infinimant condition ar re ho servich.