Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Ha ne ket-ta, an aluzenn a zo eun dra vad ?

Mad e z’ea betek hen an traou gand Fransez. He gonverz a iea brao enn dro : gounit a rea arc’hant braz : karet oa gand he gamaraded, ha deuet oa mad kenan d’an oll e kear Asiz. Mez ne ket an dra-ze a falveze da Zoue : c’hoant en doa da ober anez-han eur Zant braz. Hag, evel ne ket dre ar pinvidigesiou nag an henoriou eo e z’eor d’ar Baradoz, e tigasaz dez-han un tammik kroaz da zougenn.

D’ar mareou ma veve Fransez, keariou an Itali n’oant nemed, evel pa lavarfenn deoc’h tammouigou Republik, distak an eil d’ioc’h eben, ha c’hoant da bep hini da veza treac’h d’ar re all. Setu perak e veze aliez trabas ha trekas etre-z-ho.

Lavaret em euz d’eoc’h edo kear Perouz e penn eun draonienn hag Asiz er penn all. Mad, er bloaz 1201, e savaz brezel etre an diou gear. Tud iaouank Asiz a rankaz oll mont d’ar brezel. Koll a rejont, ha kalz euz ar re n’oant ket lac’het a oue kemeret ha dalc’het er prizoun. Etouez ar re-man edo Fransez. He gamaraded a vouele hag a hirvoude. Fransez avad a