Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —

diziant, pe mervel, evel merzer, en eur skuilla he c’hoad evit an hini en deuz skuillet he hini evidomp. Hage kaf d’eoc’h en devezo aoun rak gourdrouzou kriz Meledin ? Oh ! nann. Goude beza en em roet eur pennad d’ar bedenn, Fransez a ieaz var-eeun ep aoun varzu an Durked. « Hag e ve ar maro o para var va fenn, emez-han, n’em bezo aoun ebed, rak c’houi, o va Doue, a zo a du gan-en. » He vreur Iann ar sklerijennet a iea d’he heul ep kaout na muioc’h a aoun, na muioc’h a spount evit-han.

N’oant ket eat goall bell dioc’h ar gristenien pa gafchont var ho hent daou benn-danvad. Pa velaz Fransez an daou benn-danvad, e lavaraz gand al laouenedigez ar vrasa d’he Vreur : « Bezomp fizianz : deomp-ni eo herrio ar c’homzou a lavare gueach all Hor Zalver d’he Ebestel : Ho kas a ran evel denved e kreiz ar bleizi. » Ne zalechont ket da veza paket gand an Durked. Goall lakeat e ouent taoliou boutou, taoliou baz, taoliou kleze a oue roet dez-ho, ne ket dioc’h kount ; bronduet oa ho c’horf, redet a rea ho goad, ha goudeze e ouent