Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

de Brienn a ioa, varzu kear Napl, o vrezellekaat a enep impalaer an Almagn. D’en em ganna a du gant de Brienn a enep an impalaer eo e z’ea.

E kear Spolet e chommaz da loja. Epad an noz en deone eun huvre all hag a sklerijennaz anez-han var he huvre kenta. Fransez, eme eur vouez, mouez J.-K., pehini anez-ho a gaf d’eoc’h a rafe ar muia vad d’eoc’h, ar mestr pe ar mevel, ar pinvidik pe ar paour ?

— Ar mestr hag ar pinvidik, eme Fransez.

— Perak ive-ta e tilezit Doue, ar mestr hag ar pinvidik, evit klask an den ne d’eo nemed ar mevel hag ar paour ?

— Ah ! Aoutrou ; komzit, petra fell d’eoc’h a rafenn ?

— Distroit d’ar gear. Ar pez oc’h euz guelet enn hoc’h huvre ne zellont ket ouz traou ar bed-man. Dre nerz an env epken e teuot a benn anez-ho.

Antronoz, Fransez a zistroaz d’ar gear, ep mez, ep aoun ebed rak goaperez tud he vro. En em rei a reaz oll d’ar bedenn da c’hedal ar pez a c’hourc’hementche Doue dez-han. N’en doa mui nemed dis-