Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
EIL PENNAD
————
Krusifi St Damien. — Fransez a zilez e gonverz. — Heskinet eo. — Kaloun eun tad ha kaloun eur vamm. — Hon Tad hag a zo enn Env. — Kannad eur Roue braz. — Eur pred mad-tre. — Teir Iliz raparet. — Anavezet eo he hent gant ar Zant.
————
ransez a ioa ive-ta distroet da Asiz,
hag enn he bedennou ne ehane da
c’houlenn digant Doue petra felle dezan
a rache. Ar c’hoant-se enn he benn hag
enn be galoun, edo, eun dervez, eat er
meaz a gear Asiz, pa gouezaz he zaou-
lagad var eun tammik iliz vian ha dister,
a zo var dro pevar c’hant paz dioc’h
mogerriou kear, ha n’en doa bete neuze
jamez taolet evez ebed out-hi Hounnez
an Iliz-se a ioa goestlet da St Damien.
He mogerriou a ioa kenn dirapar m’edo
o vont da goueza enn he foull. Mont a