Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/279

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 271 —

ar bennoz a roan da gement hini a zo herrio enn Urz, ha da gement hini a deuio enn-han betek fin ar bed. Ne c’hellan ket komz pell, rak fall oun. Ar pez am euz c’hoant, ar pez a fell dign a ve miret gand an oll, evel va ger diveza, eo an dra-man : Ra deuio va Breudeur d’en em garet an eil egile evel m’emeuz karet anez-ho, evel m’ho c’haran herrio ! Ra jommint atao da veva er baourentez ar vrasa, ha ra na deuint ket d’he dilezel ! Ra jommint atao stag ouc’h Hor Mamm Zantel an Iliz, ha ra zentint ouz an Eskibien hag ouz ar Veleien a zo a du gand an Iliz a Roum Ra vezint oll binniget gand an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. »

Evelato eur vellaen a deuaz d’ar Zant. Ar Breur Eli a gavaz dez-han oa mad her c’has enn eur gear all, el leac’h ma viche guelloc’h ear. Lakaat a reaz her c’has da gear Korton. Hogen ar Breur Eli a ioa ginidig euz ar gear-ze.

Lavaret d’eoc’h pegement a dud a deuaz da ziambrouk ar paour keaz Fransez ne ket eaz. Lavaret d’eoc’h pegement a henor a oue great dez-han er gear-ze a