Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/296

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 288 —


Kals a dud, evel a dleit da zonjal, a ziredaz da velet gouliou ar Zant, rak traou evelse ne ouent guelet biskoaz. Enn ho zouez oa eur marc’hek, brudet-braz dre ar vro, he hano Jerom. Var he veno, n’oa ket kenn izel a spered evel an darnvuia euz an dud a ioa enn dro dez-han. En, en d’oa skiant ha deskadurez braz, e leac’h ar re all n’oant nemed keazigou a grede kement a lavaret dez-ho. — Nag a bed a zo enn hon amzer-ni ker zot pe zotoc’h zoken hag ar marc’hek Jerom ? — Evidom-me, emez-han, ne gredign bikenn e gouliou Fransez ken am bezo ho gueled. Henvel e kementse ouz Thomaz, ne gredaz ken a velaz. Dont a reaz ive-ta da velet korf ar Zant ; ha mont a reaz, rok an tamm anez-han, da gregi enn he zaouarn hag enn he dreid. Trei a distrei a reaz anez-ho evit guelet dindan ha var c’horre : poueza a reaz var an tachou, ho c’has hag ho digas a reaz euz an eil tu d’egile… Digeri a reaz ive ar zae evit guelet gouli he gostez, hag e chommaz mantret ha sebezet, en, hag en d’oa lakeat enn he benn n’oa ket an A. Doue evit ober traou ker burzuduz.