Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/297

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 289 —

Evel St Thomaz e kredaz pa velaz, dishenvel dioc’h kals a dud a jomm aheurtet enn ho fals kredennou, evit-ho da c’houzout e faziont. Pa oue menek da lakaat Fransez e renk ar Zent, starta ha kalouneka test a oue eo ar Marc’hek Jerom.

Ar Breudeur-bian, bugale ar Zant, a dremenaz ar zul hag an noz varlerc’h o kana Psalmou, himnou ha kantikou. Ouz ho c’hlevet e viche lavaret n’oa den maro e kouent Stez-Mari : kentoc’h e viche lavaret oa euo eur gouel braz.

D’al lun vintin, ar veleien hag an darn vuia euz a dud kear Asiz a ieaz da gerc’hat ar c’horf. Enn ho daouarn e tougent lod pilejou, lod all bodou palmez, bodou beuz evel ma tougor d’ar zul bleuniou. Evit distrei da Asiz, ar Breudeur-bian a zouge korf ho Zad. En em lakaat a rejor enn hent e kreiz kan ar c’hantikou ha pedennou an anaoun. Pa veze kanet eur pennad, e klevet ar muzik an dudiusa o seni tonniou a gaon. Biskoaz ne oue guelet kas eun den d’ar bez gand kement a enor, hag enn dro dez-han kement all a dud.

En eur dremen abiou St Damien, el

17