Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/298

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 290 —

leac’h m’edo Stez Klara gand he leanezed, ec’h ejor enn Iliz eur pennadik. Rak ar Zant, evel a ouzoc’h en d’oa disklerriet e velche al leanezed-se anez-han c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Setu perag, evit hen diskouez dez-ho, e oue lammet ar golo divar an arched. Digoret e oue ive an or vian ma teu al leanezed dreiz-hi da reseo ar gommunion. Ker buan, ar merc’hedigou paour ! ec’h en em strinkchont d’an daoulin dirag ar c’horf en eur vouela hag o krial : « Hon Tad, Hon Tad, petra raimp-ni breman ? Petra deuimp-ni da veza ? » hag e pokent da c’houliou he zaouarn.

Klara a grogaz enn eun dourn hag a reaz he oll galloud evit tenna er meaz unan euz an tachou e d’oa c’hoant da zerc’hel, evel eun tenzor, enn he c’houent. Mez kaer e d’oa poueza var bek an tach ha chacha var ar penn evit hen tenna er meaz, ne oue ket evit kaout he c’hoant. An tachou, evel a ouzoc’h, a ioa stag ouz kik ar c’horf.

O velet n’oa ket evit dont a benn euz he zaol, e krogaz enn eul lianenn, hag e soubaz anez-hi e gouli he gostez a ioa