Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/299

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 291 —

c’hoaz leun-c’hoad. Sellet a reaz piz ouz ar gouli-ze evit guelet pegel ledan, pegen doun ha pegeit oa, abalamour da c’hellout ober divezatoc’h eur skeudenn guirion anez-han.

Ar c’horf a deuaz euz a Iliz St-Damien, atao var he lerc’h eul lod braz a dud, pilejou elumet enn ho daouarn, ekreiz ar c’hanaouennou kaon ar re vraoa hag ar muzik an dudiusa. Douget e oue da Iliz St-Jorj, e kear Asiz, el leac’h man d’oa great Fransez he bask kenta, el leac’h m’an d’oa great he genta prezegenn. Eno enn Iliz-se e oue lakeat he gorf enn douar.

Evit guir, evit en em lakaat e renk ar re izella, en d’oa lavaret lakaat he gorf enn eul leac’h, er meaz a gear, hanvet betek neuze Kreac’h an ifern. Mez kear Asiz ne falvezaz ket dez-hi kas di korf ar Zant ken a viche savet eno eur bez evel ma tlie kaout eun den ker zantel.

Ar Breur Eli, an hini, evel a ouzoc’h, a ioa e penn an Urz e leac’h Fransez, a skrivaz da gement kouent a ioa dre ar bed, evit kas d’he Vreudeur kelou euz a varo ar Zant. P’en em gavaz ar c’helou