Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

abalamour d’ar vad en euz great d’an Iliz, o deuz lavaret oa laer dre n’abek m’en doa kemeret mezer euz a di he dad evit rei an arc’hant da rapari Iliz St-Damien an dud fall ha difeiz o deuz atao eur c’hlemm bennag da ober divar benn ar re vad. Taolit evez ! Fransez, evel a ouzoc’h, a ioa e penn festou hag ebatou kear Asiz an dillad braoa ha kerra a veze gant-han ive. Hag euz a beleac’h e teue arc’hant dez-han da ober an dispignou-ze, nemed euz a di he dad ? Heman a c’hrosmole evit guir, avechou, mez ne rebeche jamez he arc’hant d’he vap. He vamm zoken, hag a ioa an hanter euz an tiegez dez-hi, a veze fouge enn-hi o velet he map e penn ar iaouankizou, ha ne gave abek ebed enn dispignou a rea. Hag e kaf d’eoc’h ne c’hell ket Fransez dispign evit Iliz St-Damien an arc’hant a zispigne a ziagent er follenteziou ? Alo ta ! Tadou ha mammou, pa roit d’ho map pe d’ho merc’h eur pez a bevar real evit mont dar pardoun pe d’ar foar, ha kaout a reot abek enn-ho ma kavent guelloc’h teuler ho guennienne plad an anaoun eged mont d’ho eva d’an hortaleri ?