Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —

glac’haruz-se er c’houentchou, an oll deoue eur rann-galoun. Mez tud a fei vad oa ar Breudeur-bian, ha m’ar d’oan glac’haret evit ar c’holl braz o d’oa great var an douar, o deoue ive eun tamm laouenedigez o sonjal o d’oa breman enn env eun alvokad mad dirak Doue.

En eur achui he lizer, ar Breur Eli a c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur euz an Urz pedi evit ene Fransez. Rak n’euz forz pegement a verkou a zantelez a ro eun den epad he vuez, ha zoken goude he varo, e tleor pedi evit-han ken a devezo Hor Mamm Zantel an Iliz, dre c’hinou Hon T. S. ar Pap, disklerriet eo eat he ene d’ar Baradoz, hag eman etouez ar Zent. Betek hen, ar Pap n’en d’oa disklerriet netra divar benn santelez Fransez. Koulskoude burzudou braz en d’oa great epad he vuez. — Lod anez-ho em euz kountet d’eoc’h — Goude he varo e kendalc’h da ober ive. Dibaot an dervez ne c’hoarveze eur burzud bennag var he vez. Abalamour da-ze, bro an Itali a bez, ep kounta tud ar broiou all, a c’houlennaz. digant Hon T. Santel ma viche disklerriet d’an oll eman ene Fransez er Baradoz, hag eman e renk ar Zant.