Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/301

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 293 —


Hogen, an hini a ioa Pap d’ar mareou-ze, oa Gregor IX, an hini a ioa bet e Roum patroum d’ar Breudeur-bian er penn kenta euz an Urz, hag a ioa neuze he hano, ar C’hardinal Ugolini : n’ho c’heuz ket ankounac’heat, me gred. Mad, evit-han da veza savet er renk huella a zo enn Iliz, ha zoken er bed, n’en d’oa ket ankounac’heat Fransez hag he Vreu- deur-bian. Er bloaz 1228, daou vloaz goude maro ar Zant, e teuaz da Asiz hag e z’eaz da bedi, epad eur pennad mad a amzer, var bez ar Zant. Goudeze e c’hourc’hemennaz d’ar Gardinaled ha d’an Eskibien, a ioa enn dro dez-han, ober eun enklask ar starta, hag ar gouzieka ma c’halchent divar benn ar burzudou a lavaret en d’oa great Fransez, epad he vuez ha goude he varo ; ha sellet piz out-ho da c’houzout pe oant guirion pe n’oant ket. Da c’hedal ma viche peurc’hreat an enklask-se, e z’eaz da gear Perouz, evit diskouez n’edo ket var dro kear Asiz evit alia anez-ho da lavaret an dra-man pe an dra-hount.

Di e teuaz kelou dez-han evit disklerria n’o d’oa, nag ar Gardinaled, nag