Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/302

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 294 —

an Eskibien, kavet netra da lavaret a enep oberou ar Zant, hag oa guirion an oll burzudou a lakeat var he hano. Ker buan e tistroaz da Asiz, enn dro dez-han kalz Kardinaled, Eskibien, Noblanz hag ouc’hpenn oll dud ar vro o d’oa evit an darn vuia, anavezet Fransez. An dra-man a ioa d’ar c’houezek a viz gouere euz ar bloaz 1228. Sevel a reaz var he Gador, kador ar virionez, hag ac’hano, dirak an oll, e komzaz evel-hen : « Evit gloar Doue oll c’halloudek, Tad, Map ha Speret-Santel, evit gloar ar Verc’hez Vari hag an ebestel Sant Per ha Sant Paol, evit henor an Iliz Katolik a Roum, e tisklerriomp, goude beza goulennet kuzul digant hor breudeur ar Gardinaled hag an Eskibien, lakaat an den ehuruz Tad Fransez e renk ar Zent, rak Doue en deuz hen digemeret enn he c’hloar, hag e fell d’eomp e ve enoret var an douar evel eur Zant. He c’houel a vezo great dre ar bed deiz he varo. »

O klevet ar c’homzou-ze, e tridaz kaloun an oll : Ar bobl a stlapaz gand ho daouarn, ar Gardinaled, an Eskibien, ar Veleien hag ar Breudeur-bian a antonaz