Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 296 —

euz an dud. Falvezout a reaz c’hoaz dez-han, evel em euz her lavaret, beza lakeat goude he varo el leac’h mezusa a ioa e Asiz, el leac’h ma veze lakeat d’ar maro al laeroun, an dud fall hag ar vuntrerrien, hag hanvet abalamour da-ze kreac’h an ifern. An tammig torgeun-ze a zo d’ar zao-heol da gear Asiz. Mad ar Pap Gregor IX, goude beza lakeat Fransez e renk ar Zent, a ieaz d’an dorgenn-ze da vinniga ar mean kenta euz an Iliz a dliet da zevel var bez ar Zant, el leac’h ma tlie chomm da vikenn he relegou. Er memez. dervez e c’hourc’hemennaz ma viche roet eun hano all d’an dorgenn-ze, ha ma viche a vizikenn hanvet kreac’h ar Baradoz.

Ar brud euz a zantelez Fransez a ioa eat, evel divar nij dre bevar c’horn ar bed. Setu perak, pa oue klevet e savet eun lliz evit lakaat enn-hi he Relegou, e kouezaz kement ha kement a brofou e Asiz, euz ar broiou estrena kerkouls hag euz an Itali, m’oue savet a benn daou vloaz, unan euz an Ilizou kaerra a c’helfet da velet. Er bloaz ive-ta 1230, e oue digaset euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar