Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/305

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 297 —

Baradoz, ar pez a jomme euz a gorf hor Zant. Eur gouel braz oue an dervez-se. Embannet oa bet dre oll : setu perak ec’h en em gavaz e Asiz kement ha kement a dud ma n’oa ket a lojeiz avoalac’h evit-ho e kear : Red e oue sevel teltennou evit-ho er parkeier enn dro da gear.

Mar d’oa bet eur gouel braz an dervez m’oue kaset korf Fransez euz a gouent Stez-Mari da Iliz St-Jorj, an dervez m’oue douget euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar Baradoz, a oue brasoc’h c’hoaz. D’ar c’houeac’h varnugent a viz mae, deiz ar Pantekost, e c’hoarvezaz ar gouel braz-man. Eno oa tud a bep bro, guisket e meur a c’hiz, a gomze pep iez ep ma c’helle aliez an eil gouzout petra lavare egile. En em gavet e kichenn an Iliz nevez, tud Asiz, o velet an dud estrenn o choucha, o kuzulat etrez-ho hag o komz evel dre guz, an eil ouz egile, a deuaz aoun dez-ho. Kaout a reaz dez-ho oa c’hoant laerez digant-ho Relegou ho Zant. Laerez Relegou Sant Fransez !… Oh ! bikenn ! Euz a Asiz oa Fransez, e douar Asiz e chommche he Relegou. Kentoc’h mervel eged ho lezer da vont

17*