Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/306

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 298 —

kuit… Piou a c’hoar, emez-ho, petra lavar an dud estrenn-ze an eil d’egile ?… Gand eun taol lagad ec’h en em glefchont : en em zastumm a rejont enn eur blokad enn dro d’an arched : kas a rejont diout-ho ar re a ioa var ho zro : Samma a rejont, enn eun taol, var ho diouskoaz, ar Relegou… Mont a rejont buan d’an Iliz, serri a rejont, var alc’houez an doriou var ho lerc’h ; p’ouent digoret, den ne c’hellaz gouzout e peleac’h oa kaset Relegou ar Zant : Den ne lavaraz grik, oll e chommchont mud.

Ar re o d’oa kuzet Relegou St Fransez a ieaz euz ar bed-man ep lavaret da zen e pe leac’h o d’oa ho lakeat. Gouzout a rea an oll edont enn Iliz nevez savet var Greac’h an ifern, breman Kreac’h ar Baradoz ; mez e pe leac’h euz an Iliz-se edont ? Den n’her gouie. An traou a jommaz evelse epad var dro c’houeac’h kant vloaz.

Er bloaz 1848, enn hon amzer-ni, evel a velit, Hon Tad Santel Pi VII a lezaz bugale St Fransez da furcha azindan Aoter-vraz Iliz Kreac’h ar Baradoz, evit klask Relegou ho Zad. Ar furcha-ze a oue great ep lavaret ger da zen, e kuz, epad diou